Dibabit ur c'hoarier ged ar stad « é c'hortos » ha klikit war e anw c'hoarier. Doned a ra da voud glas linenn ar c'hoarier dibabet. Dibabit ur c'hoarier ged un Elo tost douzh ho heni.
Afichet e vez neuse ur fenestr a-benn lañsañ an daeadenn. Diskouzet e vez anw ar c'hoarier.
Roit an Amzer a ziasez e munudoù hag An amzer ouzhpennet mar bez tro. Anes da se, e vez roet an amzer a ziasez da ur vunutenn hag an amzer ouzhpennet da zero eilenn ewid peb taol. Implijit ar biroù ewid en em ziblassiñ a-benn kreskaad pe nebeutaad amzer diasez an abadenn.
Ewid dibab ur c'hoarier hebkén, e vez red dibab ar boutoñ « heniennel ».
Klikit war OK.
Diwallit : n'eus namaed ur c'hoarier a wel ho taeadenn. Ne c'hellit ket gweloud ho taeadennoù taolet. Neuse, ne servij da netra lâred : « taolet 'm eus un daeadenn mes ne gerzh ket ! ». N'en deus ket darbennet ho abadenn ha setu toud. Marse n'ema ket ar c'hoarier iwe dirag e skramm, pe marse ne zarbenn ket ho kadañs pe marse ne faot ket dehoñ c'hoari douzhoc'h !
Dibabit ar boutoñ « globel » ewid daeañ meur a c'hoarier.
Roet e vez klassadur ar bihannañ Elo da 1500 ha klassadur ar brassañ Elo da 2000.
Dibabit ho pihannañ Elo hag ho prassañ Elo ewid termeniñ renkad ar c'hoarierion e faot deoc'h daeañ. Implijit ar varenn dibunañ a-blom ewid choas ar c'hlassadur.
Roit iwe amzer a ziasez an abadenn ha mar faot deoc'h an amzer ouzhpennet roet en eilenn ewid peb taol.
Pouesit war OK.
An oll c'hoarierion a zo é c'hortos e framm ar renkad dibabit a ressevo ho taeadenn.